Heuliad | Rage ![]() |
---|---|
Heuliet gant | Rage 2 ![]() |
Tachenn | racing video game, first-person shooter, vehicular combat game, post-apocalyptic video game ![]() |
Ti-embann | Bethesda Softworks, Square Enix, Aspyr ![]() |
Bro orin | Stadoù-Unanet ![]() |
Deiziad embann | 4 Her 2011 ![]() |
Sevener | Tim Willits ![]() |
Sonaozer | Rod Abernethy ![]() |
Review score | 70/100 ![]() |
Diorroer | Id Software ![]() |
Savenn | Xbox 360, PlayStation 3, Microsoft Windows, OS X, iOS ![]() |
Operating system | iOS ![]() |
Software engine | id Tech 5 ![]() |
C'hoariusted | C'hoari video unc'hoarier, c'hoari video liesc'hoarier ![]() |
Input device | touchennaoueg, touchscreen ![]() |
Diaz embann | DVD, embannadur niverel ![]() |
Renkadur ESRB | Mature 17+ ![]() |
Renkadur PEGI | PEGI 18 ![]() |
Renkadur USK | USK 18 ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://rage.com/ ![]() |
Rage (stilizet en RAGE) zo ur c'hoari video tenn doare first-person shooter sevenet gant id Software, hag embannet e miz Here 2011.
Ar c'hentañ gwech ma voe diskouezet ar c'hoari a oa bet e-stumm un tañva teknikel d'an 11 a viz Even 2007, e-pad an Apple Worldwide Developers Conference, hag embannet e oa bet ofisiel e vefe eus ar c'hoari d'an 2 a viz Eost 2007 e-pad at QuakeCon. Rage a implij lusker video id Software anvet id Tech 5, ha bez e voe ar c'hoari ziwezhañ da vezañ embannet gant an embregerezh renet gant ar c'hrouer John Carmack.
Istor Rage a dremen en ur bed peurzistrujet en dazont. Goude kouezhadenn an asteroidenn 99942 Apophis war an douar ez eo bet freuzet aozadur ar bed evel ma oa. Ar c'hoarier a c'hoari an dudenn Nicholas Raine, ur soudard bet lakaet da goañvaat en ul lestr-egorel evel milieroù a dud all. Al listri-se a tistro war an Douar goustadik goude ur c'hantved en egor. An aozadur ofisiel nemeti hag a a zo a vez graet The Authority anezhi. Klask a ra an aozadur-se adpakañ an holl dud o tistreiñ eus an egor war ar voulenn-zouar evit laerañ dezho teknologiezhioù ha dre ma oant bet kemmet genetikel. Eus un tu all ar c'hoarier a vez taget gant gangoù a-bep seurt hag o deus savet rouantelezhioù bihan. Ar c'hoari a zo bet deskrivet evel un adkemer evit ul lod eus ar film Mad Max 2, hag eus ar c'hoarioù video evel Fallout ha Borderlands[1].